| GERIAOUEG |
Berradurioùa.-g. : anv-gwang. : anv gourel gw : anv gwregel h. : anv hollek lies. : liester v. : verb s. : anv-stroll |
A B Ch C'h D E F G H I J K L |
| atredoù : | g. lies. dilerc'hiadoù sklent n'int
ket mat d'ober mein-to.
galleg : déchets |
| avañse : | f. garidenn o heuliañ faoutuster ar sklent d'ober
ur gambr,
diwar ar galleg "avancée" |
| biez : | distag a-viziez (gw. distag) |
| biskornañ : | v. troc'hañ ur c'horn eus
ur maen-to
galleg : épauler - saozneg : shoulder ![]() |
| bouk : | g. genn houarn ur rahouenn a ledander dezhañ
galleg : bouc |
| boukat : | v. didammañ ur bloc'had a-hed ar wiad gant un
taol war ur bouk gennet ennañ
galleg: bouquer |
| breinenn : | gw. ul lec'h brein er spled |
| chafod : | g. s.o. potañs |
| dablev : | gwelun, dendrit (stumm evel ur boked er maen) |
| danvez : | g. ar mein, an to |
| dialved : | foz a vez galleg : foncée |
| distag : | g. frailh en tolzennad mein
galleg: délit |
| dizolo : | a.-g. en dizolo eo ar c'hontrol eus dindan an douar
galleg : à ciel ouvert |
| dizoloadur : | g. tennañ ar gwiskad skiltr digorvoüs a c'hell
tizhout 25-30 m
galleg : découverture |
| faouter : | g. galleg : fendeur |
| faoutuster : | g. perzh ar sklent a vez tu da faoutañ e follennoù
moan
galleg : fissilité |
| genn : | gw. pezh houarn a sanker en danvez
galleg : coin |
| gouelezenniñ: | v. elfennoù munut a ya d'ober gweleadoù
e devn an dour, gouelezenniñ a reont
galleg : se déposer en sédiments |
| gwiad : | gw. ar wiad a vez stummet gant elfennoù ar maen
renket holl diouzh ar memes tu da heul ar gwaskoù gouzañvet
gant ar garregad
galleg : longrain |
| gwazhienn : | gw. gwiskad sklent hir en douar
galleg : veine |
| gro : | g. kizell dev «ar gro gant ar pilhoù da voukat gant an horzh» (Plevin) |
| hoalad kentañ: | g. geologiezh : prantad eus istor an Douar
galleg : ère primaire |
| horzh : | gw. liester : herzhier morzhol bras
galleg : masse |
| intol : | s. Sklentennoù tev a servij da c'holeiñ
al leur pe da doiñ lochoù
«War-bouez nebeut diouzh hon ti, etre prad Kerwern hag hent bras Kastellin, emañ ar stêr-welc'hiñ anvet Stêr ar C'hoadig, pontoù introl (sic) mein-c'hlas en-dro dezhi da gannañ ar c'houez hag an dilhad fank.» Y. ar Gow "E Skeud Tour Bras Sant Jermen" p. 53. galleg: dalles pe "ardoisines"(e galleg ar vro) |
|
kambr :
|
gw. chanter korvoiñ ar mein dindan ur volz bevennet
gant talioù ha kostezennoù
galleg : chambre / saozneg : chamber |
| kailh : | g. danvez er maen, kalet ha n'eus ket tu da foutañ |
|
Karbonifer :
|
g. prantad eus an hoalad kentañ eus 345 milion da 280 milion a vloavezhioù zo |
|
karnañ :
|
v. rannañ ar sklent ouzh e dorriñ diouzh
ur plaen skouer da plaen ar faoutuster
galleg : querner |
| kartailhat : | v. = karnañ |
| kizell : | gw. laonenn dir ur penn lemm dezhi a vez skoet warni
gant ur morzhol koad da faoutañ ar sklent
galleg :ciseau |
| kontremestr : | g. eil ar mestr galleg : contremaître |
| kostezennoù : | gw. lies. "mogerioù" e-lec'h ma vez diskaret ar
melladoù er gambr s.o. speurennoù
galleg : parois |
| krag : | g. karregad gouelezennek a ya elfennoù traezhek
d'e ober staget etrezo gant ur simant silisek pe razek
galleg : grès |
| llinkenn : | gw. distag a-viziez (ket kement hag ur biez) |
| loch (ar faouter) : | g. goudor ar faouter
galleg : cabane (du fendeur) |
| maen-glas : | g. e Bro-Gerne hag e Bro-Wened s.o. sklent
galleg : ardoise |
| Maen menez : | g. sklent ar menez Are a vez startoc'h da
faoutañ a vez tennet anezhañ mein-to tev ha ponner a-walc'h.
galleg : ardoise rustique des Mont d'Arrée |
| maen-sklent : | g. s.o. sklent |
| maen-to : | s.o. sklent |
| meinglas : | s. ur veinglazenn (Bro-Wened) |
| meinglazeg : | gw. (Bro-Wened) mengleuz maen-glas e lec'h all |
| meinglazour : | g. termen implijet gant Loeiz Herrieu = mengleuzier |
| mailh : | g.s.o. morzhol |
| mell, mellad : | g. galleg: banc, gradin |
| mengleuz mein-glas : | gw.galleg: ardoisière |
| mengleuz nac'het : | gw.mengleuz dilezet |
| mengleuzier : | g. micherour a labour en ur vengleuz
galleg: ardoisier, carrier |
| metamorfegezh : | gw. treuzfurmadur er stad kalet eus ur garregad gant
an temperadur hag ar gwask
galleg : métamorphisme |
| morzhol : | g. amañ, morzhol daoubennek e koad kalet a servij da skeiñ war ar gizell. = mailh galleg : maillet |
| "morzhol": | g. morzhol-talarer - galleg: perforeuse |
| morzhol pneumatek : | g. sellet ouzh "pikeur" |
| morzhol-talarer | g. sellet ouzh "morzhol" |
| nac'het : | a.-g.-verb dilezet |
| Ordovikiat : | a.-g. ar mor Ordovikiat a oa el lodenn greiz eus ar vro
500 milion a vloavezhioù zo.
galleg : mer Ordovicienne |
| pignonioù-penn : | g. lies. s.o. talioù-penn |
| "pikeur": | g. morzhol pneumatek - galleg: marteau-piqueur |
| piritenn : | gw. sulfidenn houarn sklaer, melen evel kouevr, s.o.
tachoù
galleg : pyrite |
| plegadur : | g. distummadur ar gweleadoù geologel e-pad stummadur
ar menezioù
galleg : plissement |
| plaen ar faoutuster : | g. plaen a zo skouer d'ar gwaskoù gouzañvet
gant ar garregad pa oa bet stummet ma c'heller rannañ ar sklent
e follennoù moan .
galleg: plan de fissilité |
| potañs : | g. framm staliet a-blomm d'an toull evit sevel ar bloc'hadoù
hag evit lakaat an dud da ziskenn ha da bignat = chafod
galleg: chevalement |
| rabatenn : | gw. si er mein hag a droc'h evel un aotenn
galleg: chauve-fine |
| Silurian : | g. prantad eus an hoalad kentañ eus 435 milion
da 395 milion a vloavezhioù zo
galleg : Silurien |
| sinklinal : | g. plegadur geologel " heñvel ouzh un draonienn pe un diazad" |
| speurennoù : | gw. lies. "mogerioù" e-lec'h ma vez diskaret ar
melladoù er gambr
galleg : parois |
| spled : | g. galleg : filon |
| sporton : | g. bloc'had mein a-vent gant ur sklentenn 20 sklentenn
ennañ, s.o. pajenn "labour ar faouterien"
galleg: reparton |
| sportoniañ : | v. s.o. pajenn "labour ar faouterien"
galleg: repartonner |
| skIent : | h. maen-glas, termen a ziskouez mat perzhioù damvetalek
ar garregad(>cf.sklintin), s.o. pajenn Orin ha perzhioù ar sklent
galleg: ardoise |
| skiltr : | h. karregad stummet gant gwleadoù priek metamorfekaet.
Meur a dermen a vez implijet, hemañ a ziskouez mat perzh follenaouek
ar garregad a dorr e skiltroù (cf. ur son skiltr), s.o. pajenn Orin
ha perzhioù ar sklent
galleg schiste |
| tachoù (melen): | g. lies. piritennoù |
| talioù-penn : | g. lies. mogerioù stabil-tre skouer d'ar gwazhienn
ha da plaen ar faoutuster
galleg :chefs (de règle) |
| terek : | a.-g. evel ar goudron |
| to : | h. galleg : ardoise (pierre) |
| toull : | g. galleg : puits |
| touller : | g. galleg : fonceur, mineur |
| truilhoù : | s. galleg : guêtres, littéralement : chiffons |
| tu ar faout : | g. galleg : sens de la fente |
| tu ar wiad : | g. galleg : sens du longrain |