DIGORADUR  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL
Toennoù Breizh

Un danvez to dispar

" To pa ri ti
Pa ri ti to "
toennoł eus Kemper

Toennoù Breizh

A-bouez-bras eo kaout un doenn vat en hon bro meurvorel he hinad, glebiet alies gant ar glaveier ha hejet gant an avelioù pa n'eo ket gant ur gorventenn bennak. En ur sellet en-dro deomp e vefemp techet da grediñ eo bet toet an tier a-viskoazh gant mein-sklent, ken stank eo an toennoù glas. Stag eo ar maen-sklent ouzh skeudenn Breizh, glas he liv peurvuiañ, melen pe arvelen ivez pe glas-gwer zoken (e Ploerzhel). Diaes eo soñjal e oa al lodenn vrasañ eus an dud, n'eus ket keit-se c'hoazh, gwechall ha n'eo ket gwechall gozh, o vevañ e tier-plouz. Met dre m'o deveze muioc'h a aez e tilezent ar soul evit ar sklent da bellaat dañjer an tangwall ha da gaout toennoù solutoc'h ha padusoc'h.

Un danvez-to dispar

Kevezerezh a vez war marc'had ar sevel-tier etre ar maen-sklent ha meur a zanvez all : an teol, ar fibrosimant, ar zink hag an danvezioù terek (asfalt-shingle hag all). Ma vez gwerzhet mat eo abalamour d'e berzhioù mat :

Didreuzus eo ha n'eo ket splu. Ne frailh ket, neuze, gant an dour skornet a vefe e-barzh.

Herzel a ra mat ouzh ar flastradur koulz hag ar gwellañ granit.

Herzel a ra mat ouzh an torradur koulz hag ar c'hoad derv.

Skañv eo.

Dizevus eo ha herzel a ra ouzh un temperadur a 200°.

N'o deus an trenkennoù efed ebet warnañ. Takennoù trenkenn gloridrek strilhet warnañ n'en lakaont ket da vouilhañ.

Da echuiñ ganti, ur sklentenn vat a vez aes da implij, ne wenna ket, ne stag ar man outi ha padout a ra pelloc'h evit lodennoù all ar savadur.

Un abeg all en deus lakaet industriezh ar mein-glas da vont en-dro eo ijinadenn ar c'hregier d'o stagañ ouzh ar c'hoadaj. E-mod-se eo bet digresket koust al labour en ur zegas ur wellaenn deknikel : n'hell ket an dour en em silañ ken gant ar vein o fichal.

 
pajenn da heul