ORIN HA PERZHIOÙ AR SKLENT  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL
Orin :
Stummidigezh ar maen-sklent
Ur mor trovanel
Diazad Kastellin

Perzhioù :
Ar faoutuster
Ar wiad
Al lastikder
chema

mein-glas
Stummidigezh ar maen-sklent

 
 
 
 
 
 
 
 

 

Pri kaledet ha follennaouek aet divezell eo ar skiltr. Dichalet eo bet an danvez priek ha bet eo dindan gwaskoù spontus e-doug plegadur ar menezeier. Evel-se eo aet ar pri da skiltr. Dre daolioù-arnod en ul labourva ez eus tu da aozañ an hevelep emdro.

chema : ur ribouler o waskañ ar pri a ya da skiltr

 
 
 

ribouler 
pri gwasket

skiltr priek (follennaouek)

Evel-se e tispleger e vez kavet fosilennoù distummet e-barzh ar skiltr hag e vez kavet skiltr, kenkoulz all, er rannvroioù meneziek (diazad Kastellin da skouer).


Pa vez aes pe aesoc'h da faoutañ e follennoù e vez implijet da doiñ ha graet e vez graet sklent anezhañ
* diwar levr Lukian Kergoat, "Geologiezh"


Meur a seurt maen-sklent a zo en hor bro :

ar memes hini hag e Angers, eus ar su d' ar menez Du, stummet er Silurian hag hini diazad Kastellin stummet er C'harbonifer a vezer gouest da dennañ mein-to moan anezhe.

Lod all  evel hini ar menez Are, a vez  graet maen-menez anezhañ a zo startoc'h da faoutañ.

Ur mor trovanel
un trilobit

un trilobit

Kroget en deus istor ar sklent dindan un hinad trovanel, e devn ur mor tomm kerreg kouralek ennañ hag o deus laosket maen-raz e ledenez Kraozon.

Ne oa surfer ebet pa oa hon zamm tachenn anvet Breizh bremañ o pourmen etre trovan ar C'havr hag ar C'heheder  500 milion a vloavezhioù zo, en hoalad kentañ. Goloet e oa lodenn greiz ar vro gant ar mor Ordovikiat ma veve kregad ha krestenneged anvet trilobited ennañ.

Krignadur torosennadoù nesañ ar mor Ordovikiat a roas tolzennadoù elfennoù silisek, aet d'ober krag, ha prioù mikaek ha felspatek a zo orin sklent brudet Angers a vez kavet e Breizh ivez betek Gourin.


Diazad Kastellin

Taolomp ur sell bremañ war ar geusteurenn bet fardet deomp gant an natur e kaoter divent ar sinklinal en deus roet diazad Kastellin.

300 milion a vloavezhioù zo, er sinklinal-se e-lec'h ma oa ar mor, e ouelezennas stank an traezh hag ar pri. Kaset e voe don-tre an holl ouelezennadoù-se ha goloet gant kilometradoù a zanvez o gwaskas.

Oberiet ivez gant ar magma e kemmas o c'henaozadur mineralogel: adstrinkennaet e voe ar pri a yeas da skiltr.

E-kreiz ar C'harbonifer (290 milion a vloavezhioù zo) e tihanas ar gouelezennadur en diazad hag en e vevennoù.

sinklinal

Ar plegadurioù herkiniat a uhelaas menezioù Breizh hag a lakaas ar c'harregadoù metamorfekaet da zont war-c'horre. Gwaskoù divent a flastras hag a laonennas ar skiltr. Kaoz int d'an distagioù pe frailhoù a gaver en dolzennad skiltr hag a ra da gorvoerezh ar sklent bout dañjerus-tre. A-drugarez dezhe, koulskoude, e c'hell ar sklent bout faoutet e follennoù moan.

PERZHIOÙ AR SKLENT

Ar faoutuster

Perzh pennañ ar maen-sklent eo bout faoutus da lâret eo e c'hell bout distaget e follennoù moan diouzh ur plaen anvet plaen ar faoutuster a zo skouer d'ar gwaskoù gouzañvet gant ar garregad pa oa bet stummet.

Ar wiad

Dindan ar wask eo bet pladet ar garregad, o lakaat an holl elfennoù war ar memes tu : ar wiad eo. Karnet e vez diouzh ar plaen-mañ ma eo startoc'h ar maen hag a zo skouer da plaen ar faoutuster. Dont a reer a-benn d'e droc'hañ o skeiñ war ar "bouk", ur genn a vez sanket en un troc'h graet gant un heskenn. Diouzh doare ar maen e vez karnet goude a-dreuz gwiad pe graet vez un torradur eeun gant un taol "torr-gwalenn" en tu-enep d'un troc'h kein.

Al lastikder

Nevez tennet eus ar vengleuz eo ar sklent ken gwevn hag ar c'houevr. Ar perzh-mañ a ro tu d'e labourat a steuz pa zisec'h ar maen.


 
 
Chema  
faoutañ
  karnañ er wiad  

 
 
 
 
 
 
taol "torr-gwalenn"

 
 
 
 
 
karnañ a-dreuz gwiad
chema : perzhioù ar sklent, faoutañ, karnañ

 
 
 
 
 
 

troc'h kein (gant an heskenn)

       

pajenn a-raokpajenn da heul