SEVENADUR  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL

An teknikoù o kemm
Diskar industriezh ar sklent, an divroañ
  - BT J-M Charruault
Ar relijion, ar c'hredennoù
  - Santez Barba
  - kantik 1
  - kantik 2
Industriezh ar sklent adsavet
An teknikoù o kemm

Ul liamm a vez etre ar sevenadur hag an teknikoù a ziwan enne. Sellit ouzh an teir skeudenn-mañ. Gwelet e vez o deus labouret faouterien Bro-C'hall a-viskoazh o stardañ ar mein etre o divesker. E Breizh e seblant e vefe bet damheñvel an teknik ouzh hini Kembre. Azezet e laboure ar vicherourien. Daoust hag-eñ e veze graet gant holl gwechall ?

faouter e 1561 e  Angers, engravadenn gant Hofnaglius (munud)
 
faouterien o labourat en o c'hoazez e Malañseg e penn kentañ ar c'hantved
 
faouter eus Kembre
 
E Angers (Bro-C'hall) er bloavezh 1561
 
E Malañseg e penn kentañ an XXvet kantved 
(foto Dastum)
 
E Blaenau 
Ffestiniog e 
Kembre

E Kembre ez eus bet kendalc'het gant an teknik-se hag er Vermont er Stadoù-Unanet da heul. Ha ne vefe ket souezhus e vefe bet kemmet ar mod d'ober dindan levezon Bro-C'hall. Lâret e vez o dije desket ar Vretoned labourat gwelloc'h digant ar C'hallaoued adalek 1811.Dav vefe studial kement-mañ a-dostoc'h.

Diskar industriezh ar sklent, an divroañ

An avel c'hoañv a c'hwezhe en draonienn skarnilet. Kildreiñ a rae en ur voudal e kevioù ar mengleuzioù dilabour, hag ur wech an amzer, e trouze du-mañ du-hont, e-tal an toulloù, atredoù o tisac'hañ.

(diwar Anna Tregidi
Jakez Riou
Geotenn ar Werc'hez)

Ya, goullo e oa ar mengleuzioù nac'het, war-dro Kastellin, pa skrive Jakez Riou al linennoù-mañ. Setu un dachenn studi divoulc'h pe dost. Sañset e oa diviet ar gwazhiennoù met klevet 'm eus nevez zo war ar radio e oant bet prenet gant ar re o doa arc'hant ha galloud d'o serriñ. Goût a ran e oa bet graet kement-se diwezhatoc'h evit mengleuzioù all e lec'h all. Lezenn start ar c'henwerzh  eo ! Marteze eo gwir ivez ne oant ket spletus ken...

Adalek 1860 e oa kroget ar vengleuzierien da guitaat o bro da vont da Angers da c'hounit gwelloc'h o buhez. Met ne gavent du-se,  e-lec'h paourentez en o bro,  nemet reuzeudigezh.
 
 

Amañ e teil ar gêr vras e kreska bleuñv ar boan,
Poanioù ar paour divroet, debro 'rant ma spered:
Ma c'halon a zo du-se àr dreuz an ti karet
'Lec'h ma huñvreer e peoc'h 'tal an nor goude koan

Amañ àr an eneoù un avel yen a hud,
Pep unan 'ra evitañ, ne sella den get den :
Ma c'halon a zo e bro an truezioù kristen,
Ma c'halon a zo du-se e-mesk re tomm ma zud.

(diwar Ma c'halon a zo e Breizh-Izel
Yann-Bêr Kalloc'h
Ar an daoulin...)

Jean-Michel Charruault en e levr bannoù treset : "Trélazé d'à-haut et d'à-bas" en deus skeudennet donedigezh Bretoned e Angers ha Trélazé :

BT JM Charruault, Bretoned o tegouezhout er gar e Angers

BT

Ar beleg eus ar vro :


 



Ar relijion, ar c'hredennoù

Ar Vretoned a oa 5 000 e Trélazé (Bro-C'hall e-kichen Angers) da lâret eo an hanter eus poblañs ar gêr-se a gave marteze ur frealz bennak gant ar veleien gopret gant o mistri (Petra a oa danvez o sarmonioù er gador-brezeg ?). Er prosesionoù e kanent  war ton kantik sant Erwan :

Fabrikion Angers, Mengleuzied Trélazé,
N'eo ket c'hwi 'ray deomp
troiñ kein da Zoue !
N'eo ket c'hwi 'ray deomp
troiñ kein da Zoue !

 
 
Delwenn Santez Barba er chapel gouestlet dezhi er Faoued

Er vro, gouez d'ar veleien goulennataet gant Louis Chaumeil er bloavezhioù 30, m'o doa ar vengleuzierien "ur feiz don e gwarez o fatronez eus an neñvoù" ne ziskouezent ket en diavaez bout ur metoù gwall relijius.
O fatronez eo santez Barba, ken brudet he chapel er Faoued. Met d'ar 4 a viz Kerzu, da zevezh ar gouel e veze klevet an "Etrevroadel" er banvezioù. Ar c'hantikoù ne oant ket diouzh ar c'hiz ken a-raok an eil brezel bed.

 


Setu daou anezhe, adskrivet gant Yeun Ar Gow evit o embann e levr L. Chaumeil. Kantik en enor da santez Barba
Kanet e Sant-Wazeg
war ton Bosenn Elian pe Rumengol
DISKAN
Santez Barba, hor patronez
Plijit ganeoc'h 'n ho madelezh
Pediñ evidomp Hor Salver
M'hon diwallo e pep dañjer.


- 1 -
Gwerc'hez ha merzherez santel
Ni 'zeu da c'houlenn ho skoazell;
Ezhomm hon deus e pep mare
Eus ho skoazell dirak Doue
- 5 -
Mirit anezho, dreist pep tra, 
Mirit anezho da gouezhañ
E kreiz an tan zo bet c'hwezhet
En ifern evit an dud daonet.
- 2 -
Alies hon deus meritet
Bezañ gant dorn Doue skoet ;
Deuit d'hor miret diouzh ar poanioù
A denn warnomp hor pec'hedoù
- 6 -
Ho pediñ a reomp c'hoazh ouzhpenn
Da ziwall ar vengleuzierien ;
Bezit en o micher dañjerus 
o fatronez trugarezus.
- 3 -
'Kreiz an arnev, pa 'z omp spontet
Gant ar gurun hag al luc'hed, 
Buan warnomp plijit astenn
Ho torn galloudus d'hon difenn.
- 7 -
Diouzh taolioù ar marv treitour,
O diwallit 'kreiz o labour
Warno plijit beilhañ bepred
'Vit na zegouezho droug ebet.
- 4 -
Peogwir ho kalloud a zo bras
Ur goulenn all a rafomp c'hoazh :
Mirit an dud hag o madoù 
Diouzh an tangwall hag e reuzioù.
- 8 -
Pa vo tostik fin hon amzer
Goulennit digant Hor Salver
Ma vimp maget, a-raok mervel,
Gant e gorf hag e wad santel.

 
 
Kantik santez Barba, patronez ar vengleuzierien
Kanet e Mêl-Karaez hag e Gouezeg
war ton Mari hor mamm garantezus (ton Penherez Keroulaz, ar Barzhaz Breizh)
DISKAN
Ma fatronez, Santez Barba,
Ken mat 'vidon betek vremañ,
O, me ho ped, ma diwallit, 
Dreist-holl eus ar marv subit
- 5 -
D'am zro, hiriv, Santez Barba,
Me  a ra deoc'h ur bromesa :
'Hed ma buhez 'fell din tec'het
Diouzh ar vezventi milliget.
- 1 -
Me zo ur paour-kaezh mengleuzier
Tenn ha dañjerus ma micher ;
Ma fatronez, en an' Doue,
Beilhit dalc'hmat war ma buhez.
- 6 -
War ar pemdez me labouro,
Ha da sul me a ehano;
En ofer'nn e pedin Doue
Da gaout truez ouzh ma ene.
- 2 -
Pa ziskennan don er vengleuz
Ma ran, siwazh ! ur gammed treuz,
Setu me stlapet war ma fenn,
Eus ma buhez torret an neudenn.
- 7 -
Bep mintin a-raok ma devezh,
Ma fater 'lârin gant evezh ;
Ha pa vo poent mont da repoz,
'Lârin ma fedenn eus an noz.
- 3 -
Ar pezh am laka da grenañ
n'eo ket an dour o tiverañ :
Kalz dañjerusoc'h eo ar vein
A c'hourdrouz kouezhañ war va c'hein.
- 8 -
Grit ma vevin e gwir gristen,
Ma karin Doue da viken,
Ha ma vin atav diwallet
'Hed ma buhez diouzh pep pec'hed.
-  4 -
Beilhit warnon, Patronez ker,
Ma diwallit e pep dañjer ;
Pellait falc'h ar marv treitour
E-pad ma c'housk pe ma labour.
- 9 -
Ha pa vo tost eur ar marv,
Gant ho sikour me resevo
Ma sakramantoù diwezhañ
Da vont d'an neñv da ziskuizhañ.

Industriezh ar sklent adsavet

Evit klozañ e c'heller lâret n'eo ket ar sevenadur ur glad miret mat hepken. Ne dalv nemet pa vez bev-buhezek. Marteze ez eus abegoù da ziskar korvoerezh ar sklent a gendalc'h d'ober o reuz. Marteze emañ ar bed o cheñch rak, dre chañs, ez eus tud n'o deus ket asantet e vefe serret da vat an holl vengleuzioù. Miret eo bet gouiziegezh micherel ar vengleuzierien. N'eo ket un afer a deknik hepken met un emzalc'h sevenadurel ivez. Souhetomp dezhe kas o raktresoù da benn vat.

pajenn a-raokpajenn da heul