HAG EN DAZONT... UN INDUSTRIEZH EN-DRO ?  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL

Gant pouez kenwerzhel sklent Angers da gentañ, re ar Spagn da c'houde (gwerzhet gant mengleuzioù Angers) eo bet diskaret korvoerezh ar mein glas e Breizh. Mantrus eo pa vez soñjet er pezh e oa gwechall.

 

Re a gudennoù ekonomikel a save evit an embregerezhioù. E 1988 ne chome nemet ur pemzek den bennak o klask bevañ diwar o micher e mengleuzioù dizolo o produiñ sklent a-ziwar-c'horre a vez priziet kalz o liv e broioù zo (Andorra da skwer) pe gant tud a fell dezhe sevel o zoenn gant "mein-glas ar vro". Ober a reont intol ivez da lakaat war leur an tier pe alezioù al liorzhoù...

 

E miz Kerzu 1988 e oa bet addigoret mengleuz Mêl-Karaez. Un dra vat eo p'eo ar maen-glas produet eno unan eus ar re wellañ er bed. Un dra vat eo ivez pa ro labour e Kreiz-Breizh. Kaoz a zo bremañ da zigoriñ mengleuzioù Malañseg en-dro.

 
pajenn a-raokpajenn da heul