ISTOR KORVOEREZH AR SKLENT  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL
Un industriezh kozh

Mengleuzioù dindan douar

1811. Ardenniz deuet da Vreizh

1850 o vont en douaroù

Tostoc'h ouzhomp

Mengleuz ar Roz e Kastellin : faouterien dirak o lochoù
                                                                                                               foto Dastum

Un industriezh kozh

Pemp pe chwec'h kantved en hon raok e tizoloas hon hendadoù perzhioù dibar ar sklent meneget uheloc'h.

Er XVvet hag er XVIvet kantved e voe toet iliz-veur Kemper gant mein-sklent eus Laz ha Sant-Wazeg. Iliz sant Maclou e Rouen a voe prenet mein-sklent e Kastellin e 1526 da sevel ul lodenn eus he zoenn. Mengleuzioù brudet a oa e Mur ivez.

Er XVIIvet kantved e voe kevezerezh e Porzh-Loeiz etre mein-glas Angers, re Redon ha re Kastellin.

Mengleuzioù dindan douar abaoe 200 vloaz
 
Mengleuz dindan douar e Maezon-ar-Stêr (Breizh) war-dro 1760 (Fougeroux de Bondaroy)

Evit pezh a sell ouzh an XVIIvet kantved eo resisoc'h hon anaoudegezh eus korvoerezh ar sklent e Breizh. Fougeroux de Bondaroy, en ul levr gouestlet da vengleuzioù Angers, a skrivas ur stagadenn verr diwar-benn re hon bro. War-dro ar bloaz 1760 e laboure lod eus ar vengleuzierien dindan an douar e-lec'h hen ober en ur vengleuz dizolo, ha kement-se ur c'hantved a-raok re Angers. Met ma veze armerzhet mizoù an dizoloadur ne veze ket toullet don a-walch da dizhout ar sklent mat.

1811. Mengleuzerien eus an Ardennes deuet da Vreizh

Aotrouien Kintin, deuet e kerentiezh ar familh Roc'han (noblañsoù stag ouzh hengoun ar mengleuzioù) a lakaas 27 meinglazour eus an Ardennes da zont da gorvoiñ ar sklent e-kichen Pleiben, e Lotey sur a-walc'h. Goude ez eas ar re-mañ gant o familhoù da Spezed ha da Sant-Hernin da chom.

Desket o dije d'hon c'henvroidi "an doare da dailhañ gwelloc'h ar mein-glas".

Parizianed a veze graet anezhe ha bremañ c'hoazh e vez graet "parizianed" eus ur seurt mein-to (re 27cm x 15 cm pe 24cm x 15 cm).

1850. Korvoerezh ar sklent o vont en douaroù

En eil hanterenn ar XIXvet kantved e voe dilezet mengleuzioù ardremez Kastellin dre ma tivie an danvez enne. Re nevez a voe toullet e Pont-Koblant, er C'hastell-Nevez, a gase o froduadur gant bagoù war ar Stêr-Aon betek Meilh-ar-Wern.

Goude, pa oa bet frankaet ha diorroet ar rouedad hentoù ha pa voe echuet al linenn hent-houarn, e tivroas ar c'horvoerezh d'ar Menez Du (pastell-vro Gourin) ha da reter diazad Kastellin (pastell-vro Motrev-Karaez). E 1904 e oa 13 mengleuz e Gourin, Karaez ha Sant-Wazeg, binvioù korvoiñ modern enne.

War-lerc'h ar brezel-bed kentañ e kreskas priz ar sklent da adsevel tier ar rannvroioù drastet ha lod a gredas postañ kalz a arc'hant da sevel un industriezh vras. Siwazh! Ne oa ket tu da lakaat an huñvreoù kaer-se da zont da wir abalamour da vent ar gwazhiennoù.

E 1935 e oa diazezet korvoerezh ar sklent e kreiz Breizh-Izel. Menegomp ivez mengleuzioù Menez Are, dister o ampled avat. Er mare-se e oa bet serret mengleuzioù Ploerzhel ha re Roc'h-an-Argoed (Rochefort-en-Terre). Re Mur a oa beuzet dindan lenn Gwerledan.

Tostoc'h ouzhomp: an niver a vengleuzioù o tigreskiñ

E 1950 e voe serret mengleuzioù Sant-Wazeg.

 

E 1979 ne chome nemet mengleuzioù Sant-Hernin ha re Mêl-Karaez.

 

E 1983 e voe serret ar re-mañ ivez ha koulskoude e voe prenet 50.000 tonenn a vein-to e Breizh deuet evit 95% anezhe eus mengleuzioù a-ziavez-bro.

 

Met a-raok treiñ war-du an amzer da zont e karfen reiñ deoc'h un tañva eus al labour e-unan, ul labour tenn ha dañjerus o deus bevet miliadoù a dud diwarnañ, koulz toullerien e traoñ ar vengleuz ha faouterien en nec'h.


 
 


pajenn a-raokpajenn da heul