LABOUR AN DOULLERIEN  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL
En ur vengleuz dizolo

Ur founilh ramzel

Ar mengleuzioù dindan douar
      o vont ouzh an traoñ
      o vont ouzh an nec'h

Didammañ ar bloc'hadoù...

...d'o divengleuziañ

Ur vicher dañjerus ha fall evit ar yec'hed


 
 

Prest oc'h da ziskenn ?
 
 
 

ur potañs, 
chafod graet gant treustoù derv 
potańs (pe chafod) er bloavezhioł 30  (foto L. Chaumeil)

En ur vengleuz dizolo

E-pad pell ez eus bet labouret e-giz-se hepken. Labour kentañ an doullerien eo tennañ ar gwiskad digorvoüs, da lâret eo ar mein breinet pe dispennet gant an ensiladurioù dour. Natur follennaouek ar skiltr gant e faoutuster hogos vertikalek, an hinad leizh, a ra d'ar gwiskad-se tizhout eus 25 da 30 metrad treuz, ar pezh a laka mizoù dizoloadur ur vengleuz da vout uhel-tre. Ouzhpenn-se e ya da ger staliañ ar mekanikoù da sevel ar bloc'hadoù pe da bompañ an dour war frammoù koad-derv harp ouzh an tal. War ar marc'had e vez peurvuiañ re laosk an tachennoù a c'hronn ar vengleuz ha kinnig a reont disac'hañ


Ur founilh ramzel
 
chema ur vengleuz dizolo

    Ur wech tizhet ar sklent korvoüs e vez toullet ur foz 1 metrad ledander war 3 metrad donder dezhi. Tennet e vez daou vellad simetrek. Toullet e vez ur foz all e devn an hini gentañ ha kendalc'het gant ar memes labour. A-feur ma vez kleuzet e tigresk ar gorread korvoüs. Tu a zo bet da vont betek 100 metrad donder hag ouzhpenn met dav eo d'ar wazhiennad bout ledan a-walc'h e-giz ma oa e Sant-Wazeg.

     Abalamour da goust an dizoloadur dreist-holl ez eus bet kavet emsavoc'h labourat dindan an douar, o vont ouzh an traoñ da gentañ ha goude oc'h implij an hentenn "Blavier-Ichon" o vont ouzh an nec'h.

Ar mengleuzioù dindan-douar
 
Ur vengleuz "Iabour da vont ouzh an traoñ" enni
chema ur vengleuz dindan douar labour o vont ouzh an traoń enni

     Kregiñ a ra gant toullerezh ur puñs betek mont dindan gorre ar sklent mat, da gaout ur volz mein disi. Neuze e ra an doullerien ur c'haridenn o heuliañ faoutuster ar sklent ("an avañse"). Adalek ar c'haridenn-mañ e vez tennet ur gwiskad daou vetrad sav d'ober ar gambr.

     A-raok na vefe echu ar gambr o deus lod kroget gant an tennañ sklent. Ret eo bet dezhe toullañ an "dialved", ur foz evel en ur vengleuz dizolo.

     Gwechall e veze diskaret ar mellad gant tennoù-min.

     War-lerc'h en deus ar morzhol pneumatek (ar "pikeur") kemeret lec'h ar poultr. Troc'het e vez diaz ha kostezioù ar mellad gant ar gizell vekanikel-mañ. Neuze e vez distaget eus an tolzennad gant gennoù tevoc'h-tevañ a vez sanket gant herzhier etre follennoù an skiltr.

      Bremañ e vez implijet mekanikoù a droc'h ar sklent a-led hag a-serzh.

      Korvoerezh ar sklent "o vont ouzh an traoñ" a c'hell bout dañjerus-tre. Ingal e kinnig ar mein kouezhañ gant an distagioù. Ret eo eveshaat reoliek bolz ha kostezennoù ar gambr o vont gant treuzelloù istribilhet oute. Solutaet e vez al lodennoù distag gant ibilioù pe bandennoù houarn.

     A-hend-all eo ret derc'hel naet gorre ar melladoù hag evit kement-se ober ul labour difrouezh : tennañ an atredoù er-maez.

     Digreskiñ a ra kalz al labour-se drouzivi ar sklent memestra. A-bouez-bras eo er gwazhiennadoù e-lec'h ma'z eus nebeut a sioù er garregad evel e Mêl-Karaez.

Ur vengleuz "labour da vont ouzh an nec'h" enni
 
chema ur vengleuz dindan douar labour o vont ouzh an nec'h enni

     Toullet e vez ur puñs an donañ ar gwellañ da gaout un dolzennad vras da gorvoiñ. En devn e vez graet ur c'haridenn a vez brasaet da stummañ ur gambr a 2 vetrad sav war 40 metrad hed ha ken ledan hag ar gwazhiennad.

     Ouzh kostezenn ar su e vez toullet un "dialved" o vont ouzh an nec'h, da lâret eo ur foz vertikalek 5 metrad sav dezhi (sav ar mellad da ziskregiñ) 2 vetrad led ha hed ar gambr (40 m), gant micherourien o labourat war ur pont a-istribilh ouzh ar volz.

Toullerien o prientiń diskrog ur mellad, labour o vont d'an nec'h

     Gant ar morzhol-talarer (ar "morzhol") e vez graet toulloù a vez lakaet tennoù-min enne. Gant an tredan e vezont lakaet holl da darzhañ war un dro.
     Pa vez bet diskroget ar mellad e vez kontrollet ar volz hag ar c'hostezennoù ha bec'h d'al labour tennañ mein.

     E-keit-se e vez prientet diskrog ur mellad all. Kendalc'het e vez evel-se betek ma vefe diskaret ar gwiskad sklent en e bezh war 5 metrad sav.

     Pa dizh ar gambr 10 m sav e vez leuniet gant an atredoù hag adkroget e vez ar pezh a zo bet diskrivet uheloc'h betek na chomo nemet etre 10 ha 15 metrad mein en nec'h.

     Bremañ, kentoc'h eget implij danvez-tarzh e vez heskennet ar sklent gant ur fun.

     Gant al labour da vont ouzh an nec'h e vez digresket an dañjerioù rak labouret e vez dindan bolzoù da c'hortoz nebeut a sav dezhe, aes da eveshaat.

     E-giz-se e vez gallet korvoiñ gwazhiennadoù kalz a zistagioù enne a rofe kambroù dañjerus-tre.

     Kreñvaat ar c'hostezioù ha diatredañ, labourioù koustus a-hend-all, n'emaint ket da vezañ graet.

Didammañ ar bloc'hadoù...

     Pa'z eo distaget ar mellad e vez faoutet ar bloc'hadoù e plakennoù gant gennoù tev oc'h implij faoutuster ar sklent.

     Pa vez re ledan ar plakennoù e vezont "bouket" : garanet e vez o c'hant war un nebeud santimetroù donder gant un heskenn. Sanket e vez ur genn houarn anvet "bouk" en troc'h. Distagañ daou daol horzh a zo a-walch da rannañ ur bloc'had a 2 donenn. Adkroget e vez ar memes labour betek kaout bloc'hadoù a c'hello bout tennet er-maez.

    Bremañ e vez implijet ar morzhol pneumatek pe an heskennerez meneget uheloc'h.

Milin Lann, labour modern, foto Le Peuple Breton
... d'o divengleuziañ

     En nec'h ez eus ur "potañs" a-blom d'ar puñs. Dougen a ra ar framm-mañ ur pole.

     En traoñ e vez tostaet ar bloc'hadoù d'ar puñs gant funioù pe bagonigoù. Kaset e vez ar re vihan d'an nec'h e-barzh bennoù bagonigoù. Staget e vez ar re vras ouzh ar fun.

     Dañjerus-tre eo al lodenn-se eus al labour pa vez staget fall ar funioù, pa frailh ur bloc'had un distag ennañ, pa dorr ar fun pe ar c'hrog.

Ur vicher dañjerus ha faII evit ar yec'hed

     An touller en deus d'ober gant dañjerioù a bep seurt deuet diwar natur ar garregad pe diwar ar binvioù a vez implijet gantañ.

     Bemdez e ra e labour en deñvalijenn hag en un trouz ifern. Roget e vez e zilhad alies ha ret eo dezhañ diwall da drochañ e vizied ouzh ar rabatennoù. Ha meur a hini o deus laosket o buhez en traoñ.

     Uzien ar mein a vez analet a ro ar silikoz, "kleñved ar mein-glas", hag a zo bet digresket kalz dre lakaat ar mekanikoù da strinkañ dour en ur labourat.

     Gwelloc'h eo labourat en nec'h a lâroc'h. Marteze...

pajenn a-raokpajenn da heul