LABOUR AR FAOUTERIEN  >>> DEGEMER >>>HOME PAGE >>> ACCUEIL

 
AR MOD KOZH...
...da lodennañ ar mein
...da garnañ (pe da gartailhat)
...da faoutañ
...da dailhañ
HA BREMAÑ...
 

E-pad pell ez eus bet kredet ne oa ket tu da vodernaat ar vicher-se. Nevez zo ez eus bet ijinet mekanikoù o deus kresket ampled pep micherour met kresket ivez ar c'holl danvez.

AR MOD KOZH...

... da Iodennañ ar mein

E-giz n'eo ket ingal talvoudegezh ar sklent zoken pa zeuont eus ar memes mellad er memes gwazhiennad e vez lodennet an "to" o tennañ d'ar sord evit miret na vefe emglevioù etre toullerien ha faouterien zo a rafe gaou d'ar re all.

 

Kaset e vez ar sklent dirak loch ar faouter a vez ret dezhañ treuzfurmiñ bloc'hadoù etre 100 ha 1.500 kg e follennoù moan (3 mm) 32 cm hirder war 22 cm ledander dezhe d'ar muiañ.

 

Kregiñ a ra neuze ar "sportoniañ".

... da garnañ (pe da gartailhat)
 
 
 

Un troc'h e stumm ur V gant an heskenn, un taol horzh da gennañ ar "bouk" ennañ, un taol kreñvoc'h ha setu ar maen troc'het eeun a-hed ar wiad.

boukat
 
Fańch Ilias oc'h ober un troc'h gant un heskenn, mirdi ar mein-glas e Trélazé (F)

Lod eus ar sklent a vez karnet koulz a-hed pe a-dreuz gwiad. Evit ar re all e vez graet un "troc'h kein" ha gant ar morzhol koad bras distaget meur a daol "torr-gwalenn" war an tu-enep d'o zroc'hañ. 

Klasket e vez kaout bloc'hadoù un tammig brasoc'h eget ment ar mein-sklent brasañ: ar sportonioù.

 
Fańch Ilias o tistagań taolioł horzh koad war tu-enep an troc'h kein, taolioł torr-gwalenn
Torret eeun a-dreuz gwiad eo bet ar maen

Lakaet e vezont diouzhtu er goudor, el loch, goloet gant atredoù munut ha douraet ingal. "Mervel" a ra ar mein-glas ma tegouezh dezhe disec'hiñ ha n'eus ket tu d'o faoutañ ken.

E-pad ar sportoniañ e teu ar sioù a-wel : distagioù, rabatennoù, kailhoù, dablevioù... Digreskiñ a reont kementad ar mein a c'heller faoutañ.

...da faoutañ    
faouter e Malańseg, penn kentań an XXvet kantved
foto Dastum
 

Lakaat a ra ar faouter ar sporton etre e votoù-koad a-boan divrazet hag e zivesker gronnet a druilhoù betek e zaoulin d'o gwareziñ. Ha neuze, o skeiñ gant ur morzhol koad fletoù houarn outañ war ur gizell lardet, e rann ar sporton en 20 sklentenn.

War a seblant e vefe bet un doare all da labourat, azezet (s.o. ar bajenn "sevenadur").

... da dailhañ
 
 
tailhań ar mein-glas e Malańseg e penn kentań an XXvet kantved     foto Dastum

Ar mein-to, faoutet o deus an treuz rekis met dizingal eo o stumm. Ret eo o zailhañ gant ur mekanik ur gontell vras outañ ha merkoù da ober hep termal patromoù ar c'henwerzh. 

Ne chom nemet o renkañ diouzh o ment d'ober da c'hortoz e vefent gwerzhet.

HA BREMAÑ...

Sportoniet e vez gant mekanikoù. Heskennet e vez ar mein gant pladennoù diamantet.

 

Goude ar brezel bed diwezhañ e oa kroget ar faouterien da labourat ouzh un daol. E mod-se e oa tu dezhe da labourat en o sav ha n'eo ket en o daoubleg. Bremañ e vez faoutet ar sportonioù gant ur morzhol pneumatek bihan e plakennoù o deus treuz 4 sklentenn. Lakaet e vezont en ur mekanik da faoutañ a ro un taol kizell tre war kreiz o c'hant hag a zistag ar sklentennoù dre sachañ war o c'hostezioù gant mandozioù.

  mekanik modern evit tailhań ar sklent

Evit bout tailhet e vez lakaet ar mein e mekanikoù aotomatek pe hanter-aotomatek a ro o ment dezhe dre o zroc'hañ gant pladennoù.

An doare-mañ da faoutañ ha da dailhañ n'eo bet implijet e Breizh nemet pa'z eo bet addigoret mengleuz Milin Lann e Mêl-Karaez.


 


pajenn a-raokpajenn da heul